1 En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho: 2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ. 3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell. 4 E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ. 5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh. 6 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl. 7 Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho. 8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. 9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit. 10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta. 11 Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv. 12 Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ. 13 Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all. 14 Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag. 15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez. 16 Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon? 18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj? 19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek. 20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh. 21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket? 22 Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ. 23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak. 24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez. 25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat. 26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h]. 27 Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me? 28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded. 29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist. 30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen. 31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude. 32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. 33 Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud. 34 Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. 35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo. 36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? 37 Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene? 38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
<- Marc 7Marc 9 ->