Link to home pageLanguagesLink to all Bible versions on this site
21
1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din. 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. 4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. 6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho. 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno. 8 An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent. 9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! 10 Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. 12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. 15 Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David, 16 a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn? 17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz. 18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon. 19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. 20 An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal? 21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. 22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h. 23 Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 28 Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. 29 Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas. 30 Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket. 31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ. 33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all. 34 Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg. 35 Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede. 36 Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho ar memes tra. 37 Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. 38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj. 39 Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont. 40 Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se? 41 Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer. 42 Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? 43 Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi. 44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ. 45 Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz, 46 hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

<- Matthieu 20Matthieu 22 ->