Link to home pageLanguagesLink to all Bible versions on this site

1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; 2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon. 3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue]. 5 Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7 Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit. 8 Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo 10 e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall, 11 ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer. 14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. 15 Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl. 16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn. 17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus. 22 An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef? 23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum. 24 Met eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro. 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro. 26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta, e Sidon. 27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28 An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29 Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. 30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit. 31 Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizioù ar sabad. 32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud. 33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel: 34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ. 36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit. 37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro. 38 Jezuz, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezhañ eviti. 39 O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho. 40 Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù, o degase dezhañ; eñ a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho. 41 An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist 42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek ennañ, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket. 43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset. 44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

<- Luc 3Luc 5 ->